PLANTENNOù DA SAVETEIñ


Note: Ce site est optimisé pour des écrans d'une résolution de 800*600 en 24 bits et pour Netscape 3.0 ou supérieur.

Raktres ar veaj
PRaktres  war ar wezenn-gannad

Krogomp 'ta gant ur vojenn :`

Ur wech e oa ,gwechall gozh da vare ar roueed ,tud deuet war ar mor o deus dizoloet inizi gouez ha disanv.
Bez 'e oa eno gwez ,bleunioù ,loened ,hag a wechoù pobloù dianavezet  gant an holl ,ha gant an dud gouiziek zoken .
D'ar mare -se an dud deuet gant ar mor a glaske aour ,mein prizius ha tenzorioù.E -kichen tenzorioù kuzh o deus bet tro da dremen ivez .....
.
 Annezidi an inizi nemeken a anaveze ar bravigoù ha galloudoù ar plantennoù hag al loened .Ar binvidigezhioù-se a lugerne a vil splannder ,hag e pep lec'h e vezent kavet a vilvern. Mil sked a live dar planntennoù  ha mil doare o doa al loenned .
Ha neuze eo en em gavet al listri bras gant an dud a skiant evit anavezout gwelloc'h ar pinvidezhioù bev-se . Me den ebet e touez an dud  gouiziek n'o doa ijinet ez afe da get  pe da guzh da viken ar c'hrouadurioù -se .
Abaoe,tud a-skiant all o deus merzet ez ae plantennoù zo da get.  RSavet o deus irc'hier gwaskedoù evit derc'hel bev ha saveteiñ ar plantennoù-sepeogwir e ouezont mat e servij ar plantennoù da vagañ pe da yac'hañ an dud. Met re a labour a zo evit re nebeut a dud .Milboan o deus dija d'ober war dro ar plantennoù miret ganto ha ne deuont ket a benn da sevel plannioù evit mont da glask ha gwareziñ ra plantennoù all .
N'eus ket pell zo ,Ur vag a 50 vloaz deus Breizh , Bambi, hec'h anv ,kaset gant an avelioù mat he deus degaset he skipailh evit klask plantennoù en arvar.Un hir a veaj he deus graet dre ar mor bras .A-hed he hent eo bet heuliet he c'hlask gant bugale  ha drezho eo bet brudet he labour hag he dañjerioù bemdeziek . Aet eo kuit ar vag gant kartenn an tenzorioù bet roet dezhi gant an dud a skiant hag ivez lizhiri da reiñ da dud barrek war ar plantennoù deus broioù estren.
Gant sikour skourr ur wezenn gannad  al  Limoniumm dendroïdes eo deut a-benn ar skipailh  da zont e-barzh un dachenn warezet deus inizi Kanari evit klask plantennoùtaolennet dezho gant  ar skiantourien ..
Ha koulskoude eo deuet a-benn mildañjer.
Ha koulskoude eo deuet a-benn  ar Bambi da zegas endro un nebeut plantennoù a vez graet war o zro gant ar skiantourien .
Met n'eo ket echu ganti foetañ-bro c'hoazh hag e chom tenzorioù a blantennoù da zizoloiñ endro  ha da virout e-lec'h e vezont kuzhet .Disheñvel eo pep hini anezho ha setu perak int talvoudus .
Hiziv pa lennit ar gerioù -se ,evel bemdez,ur blantenn a oa perzh an holl war an douars  a zo dispariset a-viskoazh da viken,ne vo mui gwelet sked he liv ken . Evit kaout endro ar re a chom c'hoazh e talvez mont da glask tenzorioù Ar skiantourien a anavez al lec'hioù e chomont kuzh hag an doareoù da saveteiñ anezho . A-wechoù eo aet ar plantennoù da glask repu e lec'hioù pell deus pep lec'h .A-wechoù emaint dija e-barzh santualioù ha tiez-gwer da c'hortoz da zistreiñ en o endro. 
A-wechoù eo  marvet da viken o sked hag o livioù.
Komzet eo bet deomp gant mignoned diwar-benn an  Asorioù e-lec'h ma chom plantennoù da saveteiñ. Hervez ar pezh ' vez lavaret ul lapous aet da get en deus roet e anv d'an inizi ..
Prest omp da loc'hañ evit un droiad all. Emaomp o klask ur wezenn un gannad da gas eno da gaout mignoned, da glask plantennoù en arvar da vervel hada gontañ an istor-se da dout an dud.
Setu perak hon eus divizet gant hor mignoned  da glask mignoned all evit sikour ac'hanomp, ha mognoned all, ha mignoned c'hoazh,  ha mignoned adarre ha mignoned,  mignoned ha mignoned ..............
 
Ha bremañemaoc'h e-touez hor mignoned !!!!!!!!!!!
Et vous savez ce que ce que l’on pourra dire des enfants et des gens qui feront partie de nos amis ?
 
 
Contactez nous et nos amis
Recherche